Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Italia, Rouantelezh Italia ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Giulio Andreotti ![]() |
Anv ganedigezh | Giulio Andreotti ![]() |
Anv-bihan | Giulio ![]() |
Anv-familh | Andreotti ![]() |
Deiziad ganedigezh | 14 Gen 1919 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Roma ![]() |
Deiziad ar marv | 6 Mae 2013 ![]() |
Lec'h ar marv | Roma ![]() |
Abeg ar marv | acute respiratory distress syndrome ![]() |
Lec'h douaridigezh | Campo Verano ![]() |
Pried | Livia Andreotti ![]() |
Bugel | Lamberto Andreotti, Serena Andreotti ![]() |
Yezh vamm | italianeg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg ![]() |
Kondaonet evit | muntr ![]() |
Micher | skrivagner, politiker, diplomat, kelaouaer, kazetenner ![]() |
Bet war ar studi e | Sapienza University of Rome ![]() |
Lec'h annez | Roma ![]() |
Lec'h labour | Roma ![]() |
Strollad politikel | Christian Democracy, Italian People's Party, European Democracy, Union of the Centre, For the Autonomies ![]() |
Relijion | Katoligiezh ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://www.giulioandreotti.org ![]() |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts ![]() |
Giuglio Andreotti (Roma, 14 a viz Genver 1919 - Roma, 6 a viz Mae 2013) a oa ur politiker italian eus ar gostezenn Democrazia Cristiana, hag a voe Kentañ Ministr Italia eus 1972 da 1973, eus 1976 da 1979 hag eus 1989 da 1992. Bez' e voe ivez ministr an Diabarzh (1954 ha 1978), ministr an Difenn (1959-1966 ha 1974) ha ministr an Aferioù Diavaez (1983-1989), hag ivez senedour e Sened Italia eus 1991 betek e varv. Kazetenner ha skrivagner e oa bet ivez, ha ren a reas ar gelaouenn gatolik 30 Giorni.
Graet e veze anezhañ Divo Giulio ("Jul an doue", diwar an droienn latin Divus Iulius a oa unan eus lesanvioù Julius Caesar), abalamour d’e lec’h bras e buhez politikel Italia en eil hanterenn an XXvet kantved. Er politikerezh diabarzh e oa deuet-mat d’an dud a afer ha d’an Iliz katolik. War dachenn ar politikerezh estren e oa troet gant Unaniezh Europa, ha gantañ e voe gwellaet an darempred etre Italia hag ar broioù arab. Evit ar re a blije e bolitikerezh dezhañ ez eo un den a reas eus Italia ur vro diorroet hec’h ekonomiezh. Ar re a oa a-enep dezhañ avat a lavar ne reas netra a-enep breinadurezh ar gevredigezh. Ha tamallet e voe dezhañ zoken bezañ graet emglev gant torfedourien Cosa Nostra. Didamallet e voe gant ar varnerien avat.
|
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search